Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

c’has war ar re all hag a reas d’ezo tevel. An dall a yoa kouezet d’an daoulin, astennet gantan e ziwreac’h, hag a lavare :

— « Gwelet a ran ! Gwelet a ran ! »

An dud a zilammas betek ennan. N’eo ket e krede gwelet, mes gwelet eo a rea e gwirionez. Gwelet a rea, ha kenderc’hel a reas da welet : ne oe ket ezom a c’houdevez da gregi en e zourn ; heuilha reas ar brosesion a zigase d’ar gear ar skeuden venniget.

Lakeat e oe a-nevez war an aoter, el leac’h m’edo a-raok an dispac’h.

An den en doa bet an heur-vat da veza pareet gant ar Werc’hez, hag en doa roet dourn d’he disken eun nebeut bloaveziou diaraok, a oe unan eus ar re genta o poania da zevel anezi endro.

Beva reas c’hoaz meur a vloavez goude an darvoud, ha keit ha ma chomas war an douar n’ehanas da veuli ha da embann madelez ha trugarez an Itron-Varia.



————