eus an dismegans a zo bet great d’ezi. Ni a adsavo ar skeuden eus ar puns el leac’h m’eo bet taolet dindan hon daoulagad. »
An holl a gavas mat kenan ali an Ao. Person. Pourchaset e oe pep tra, ha dibabet an dervez bras. Eur gouel kaer a oe.
Holl dud ar barrez a yoa bodet endro d’ar puns, ne vanke nemet an Ao. Person, hag edod o c’hedal anezan. Dont a reas, hogen, n’edo ket e-unan ; krog oa e dourn eun dall anavezet mat er c’harter. Hennez, a dra zur, n’edod ket war c’hed anezan el leac’h-se, pell ac’hano.
An Ao. Person a zavas e vouez e-kreiz an tousmac’h, ha pa oe peoc’h e lavaras :
— « Kristenien, emezan, ar paour kez dall-ma a zo deuet d’am zi er mintin-ma, bourrevet e galon gant broudou e goustians, evit goulen ganen ha ganeoc’h eur c’hras ha na vezo ket nac’het outan ; sur oun eus hoc’h ali, ha setu perak em eus roet d’ezan, en hoc’h hano, ar pez a c’houlenne. C’hoant en deus e lesfac’h anezan da jacha ganeoc’h war ar gorden a denno bremaik skeuden an Itron-Varia eus ar puns, el leac’h ma labouras d’he zeuler, brema ez eus dek vloaz. Keuzen deus d’an torfed-se a reas d’ezan koll ar gweled ; goulen a ra trugarez digant Doue hag ar Werc’hez, ha ganeoc’h-hu ive, kristenien, eus ar skouer fall a roas d’ar barrez. Gallout a ran lavaret o deus an daou genta selaouet e beden ; d’ho tro, va breudeur, bezet truez outan »
— « Ya, eme an dall oc’h asten e zourn, an daelou o tiredet eus e zaoulagad, ya, goulen a ran beza dizammet eus ar beac’h pounner a bouez war va buez ; n’em beus mui peoc’h ebet ; va c’houstians na ehan da ober d’in rebechou c’hoero ; goulen a ran ouzoc’h pardon evit ar skouer fall am eus roet d’ar barrez a bez. »
— « Ya ! ya ! eme ar re-holl a yoa eno, ankounac’haat a reomp ho torfed, p’eo gwir e tiskouezit kaout kement a geuz d’ezan. Dont a c’hellit ganeomp ! »
An holl dud vat-se a ouele gant teneridigez.
An dall a deuas eta betek harzou ar puns, hag eno e oe lakeat eur gorden d’ezan en e zourn.
E keit-se, meur a zen kalonek a yoa diskennet er puns betek ar skeuden. Houma, a drugare Doue, n’oa ket torret, n’oa ket zoken pistiget an disterra. Ha setu staget mat ar c’herden outi. Sevel a rea goustadik epad ma kane an dud d’an neac’h Litaniou ar Werc’hez. Al labour a yeas mat kenan betek penn, ha ne zigouezas tamm droug gant den ebet.
Pebeus levenez a oe er bobl tud-se pa oe gwelet ar skeuden venniget o tont er meaz !… Eur youc’haden koulskoude a dre-