Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/118

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



GLAC’HAR HA TRUGAREZ


————


An dra ma a yoa e mare an Dispac’h vras ; n’oufen ket lavaret e pe garter e c’hoarvezas an darvoud, an istor a zo mut war gement-se.

En eur gear eta e touged kalz doujans d’ar Werc’hez a weled en iliz parrezabaoue n’ousped kant vloaz. Eur re bennak, digalon ha difeiz, a gavas mat disken anezi eus al leac’h m’oa enoret gant ar bobl fidel. Al labour-ze, na petra ’ta, a oe great e-kreiz eur safar eur jolori, el leac’h ma kleved dreist pep tra ar sakreou, ar gwasa leoudoued hag al lavarou dismegansusa enep Doue hag an Itron-Varia. Evit diskouez pegen difeiz oa, unan eus ar baotred a lavaras stepel ar skeuden en eur puns. Ar mennoz a oe kavet mat gant eun darn, hag ar re all a oe mantret o klevet kement all. An hini en doa komzet evel-se a boanias ar muia ma c’hellas da zeveni e vennad ifernius. Taolet e oe eta ar skeuden zantel er puns, hag a nevez e oe klevet fors jarneou, mil lavar fallakr ha direspet enep-Doue hag an Itron-Varia.

Al levenez koulskoude na badas ket pell. An hini en doa goulennet teuler er puns skeuden goz ar Werc’hez Vari a deuas en eun taol da veza dall. Ma oe red kregi en e zourn evit hen digas d’ar gear. E galon avat na deuas ket da deneraat evit an dra-ze. Chom a eure dizoue ha dall. Ar gentel a dalvezas d’ar re-all ; ar re-ma a welas sklear en darvoud.

An amzer a dremenas. ar peoc’h a deuas adarre er vro, hag ar relijion a zistroas d’an ilizou.

Ar skeuden garet a yoa chomet e strad ar puns, hag holl dud honest ar barrez a zonje enni gant glac’har. An Ao. Person a lavaras d’ezo eun dervez :

— « Red e vezo d’eomp, va mignoned, digoll an Itron-Varia