Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

ha ma leverez beza. » Hag o lavaret ar c’homzou-ze e tostae oc’h al lutin, eur bistolen gantan en e zourn.

— « Dizolo da benn, a lavaras-hen c’hoaz gant eur vouez nerzus, lavar piou out, pe emaout o vont da gaout prun ! »

An teuz na c’hoarze mui ; koueza reas d’an daoulin da c’houlen truez. E zilhad a ziruilhas d’an traon, ha neuze e oe gellet gouzout piou oa. Ha piou a gav d’eoc’h e vije ? nemet Fanch ar Skouarneg, savet keuz gantan d’e arc’hant gant eur c’hoant direiz d’o chaout adarre ar c’henta ’r gwella en e c’hodellou.

Dies e viche d’in roi da glevet pegen souezet e oe Laou ha Janed oc’h anaout an inkin dindan kroc’hen an diaoul. Mar oant bet spontet diaraok, brema ez oa deuet c’hoant c’hoarzin d’ezo. Fanch avat a yoa mezek. Ereet e oe ha kaset antronoz da ober tro kear gant e zilhad diaoul. Kement se na reas ket plijadur dezan ; ar vugale a yea a-druilhadou war e lerc’h oc’h huchal muia ma c’hellent.

An diaoul koulskoude a yoa bet louzaouer hep gouzout d’ezan : azalek an deiz-se Laou a yeas ar c’hoant c’hoari dioutan, ha Janed a oe dichaouet eus he spont gant ar blijadur he doe o welet he fried ker o tizrei a-nevez war an hent mat en doa dianket eur pennad a yoa.

Ar c’hoari ’gas, gant an eva,
Ar c’haera dan vez da netra.



————