Diou pe deir zro a reas d’ar gambr, o terri bep gwech kement tra a gave en e c’houlou.
An dud kez ne gredent ket flach an disterra, ker skoet oant gant an diaoul m’hen argas ! a yoa deuet d’o gwelet.
Mennout a rejont mervel avat pa weljont an droug-spered o chom a-zav dirazo da lavaret dichek :
— « Krenit, tudou eus an douar, krenit ! Ema deuet evidoc’h an heur da baea ho torfejou ! Me eo an diaoul ! Ya, me eo Satan !… Deuet oun, Laou al Luch, da ober d’it paea eun torfed. C’hoarier dispar out, evit doare, paour kez reuzeudik ! An arc’hant gounezet er c’hoariou a zizro d’an ifern. Dont a ran da gerc’hat va feadra. War an daol ama dioc ntu an arc’hant ac’h eus gounezet fenoz, pe e vezi strinket gantan dizale e douna an iferniou ! » Hag o veza lavaret kement-se an diaoul a astennas warzu Laou e zourn goloet a vleo hag a groc’hen du, ar bizied hir gant ivinou warno kel lemm ha re al loened gouez.
Laou, e c’hellit kredi, a yoa re strafilhet evit esa stourm an disterra. Gellout a reas sevel, hag ez eas kerkent warzu an arbel ez oa kustum da c’horren enni e arc’hant.
An diaoul a yea d’e heul o vlejal, o taoulammet, evel eun… daonet e-kreiz an tan. Laou a yoa muioc’h-mui er meaz anezan e-unan : ne c’houie ken koulz lavaret petra rea. Kaer en doa turiat, ne deue ket da gaout e alc’hoez ; hag an diaoul da ober jolori gwasoc’h evit biskoaz. A-veac’h ma c’hellas ar paour kez den digeri e c’hinou evit pedi an… Aotrou d’hen digarezi.
E keit se koulskoude eun archer a yoa deuet da dremen dirak an ti. Souezet bras e oe o welet kement a sklerijen gant kement a safar d’ar poent-se eus an noz. Hag hen o vont da skei war an nor. Janed avat na grede ket mont da zigeri, gant aon na vije eun diaoul-all o tont da roi dourn d’ar c’henta ken kaz ma vije ezom, ha gant aon ne vije dizale leun he zi a ziaoulou. Ne oe ket pell ec’h anavezas mouez an archer, hag o veza eat betek ennan e lavaras d’ezan e berr gomzou petra dremene en ti
— « En han’ Doue, emezi, arabat eo d’eoc’h ober trouz, pe e vezimp stlapet holl en ifern ! »
Paotr an urz vat ne reas nemet c’hoarzin o klevet ar paour kez maouez ; sevel a reas aon gantan o klask gouzout ha kollet he doa he fenn. Hag hen ha mont da gaout Laou. N’oa ket eat tre pa oe gwelet an teuz o kounnari ; hag hen ha trei da lavaret d’an hini a yoa hardiz a-walc’h evit kredi dont dirazan : « Na petra e teuez te da ober dre ama, prenvig douar ?… Kea prim gant da hent, pe me a rai d’it paea ker da hardiziegez ! »
— « Gwelomp da genta, eme an archer, ha ker spontus out