Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

c’hounit taol ebet, ha bemnoz an arc’hant gounezet gant Laou a yea e godellou al lamponed.

Kaer he devoa Janed kez digas sonj da Laou eus o eürusded dremenet, kaer he devoa diskleria d’ezan ar stad reuzeudik a vije dizale o hini mar kendalc’hje gant an hent-se, ne rea van ebet, siouaz !… Eo, pa wele anezi o ouela, e galon a zeblante teneraat, hag e lavare evit kaout peoc’h diganti e troje kein d’ar c’hoari. Hogen, pa ’z ea e vignoned d’an hostaleri, n’helle ket miret da vont d’o heul.

Janed a yoa chomet divezat eun nosvez da c’hedal he fried : beuzet oa en eur morad anken o welet an dienez o tiredet warno gant herr. Setu ma ’z oa teuzet gozik holl ar c’hounidigeziou espernet abaoue meur a vloavez : eat oant er c’hoariou. Edont o vont da gaout dle, i bet ken eürus gwechall ! Ha Janed a yoa nec’het o klask gouzout penaos e rache evit paea ar varc’hadourien.

Edo o ruilhal an huvreou tenval-ze dre he fenn, pa deuas he fried Laou en ti gant eun drem laouen evel an heol. « Del, Janed, emezan, setu aze kant skoued nevez gounezet ganen. Ha setu ni pinvidik eviteur pennad brao. Gwelet a rez ne goller ket atao o c’hoari ! » Mes Janed a huanade : « Mar pije gounezet an arc’hant-se o labourat, emezi, neuze, ya, e vijemp bet pinvidik hag em bije gellet beza laouen. Kred ac’hanon, Laou, an arc’hant gounezet o c’hoari na zigas morse an eürusted de heul ! »

Chom a rajont pell bras da goms evel-se ; Laou tamm ha tamm a golle e hardiziegez o klevet komzou fur e wreg.

Hogen, tra iskis ! en eun taol krenn, setu al, luc’hed o tarza dre ar prenestr ; ar bolejou a strakl war o aelou hag a gouez d’an douar ; ar gwer a dorr e mil damm, bruzunet int. Pebeus reuz, santez Barba !…

Epad m’edo an daou bried manet mantret da zellet an eil ouz egile, eur spontailh eus an euzusa oufed da welet a yoa deuet en ti. Eur mousc’hoarz ifernus a yoa war e vuzellou, hag e sute bep eur mare, hag ar chadennou a yoa endro d’ezan a rea eun trouz da vouzara. E zell garo a bare war an daou bried, evel p’en divije c’hoant d’o lakaat da zizec’ha war o zreid gant an heuz hag ar spont. Daou gorn du hir ha kamm a yoa uz d’e dal ; evel luc’hed a zeblante dont eus e zaoulagad entanet, hag eus e c’hinou e tivere eonen ar gounnar ; e zrem a yoa goloet a vleo du, ha war e gorf ez oa eul lien rus tan, frank ha ledan, a c’holoe eul lodennig hag a leze dizolo ar pep brasa eus penn uhela e gorf goloet holl a vleo. Eur jaden hir ha pounner a dreine war e lerc’h, hag ec’h heje anezi bep eur mare evit ober muioc’h a aon d’an daou baour kez den.

8.