Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kleier Lanndi o tizrei eur Rom


————


D’am Mignon P. GUIVARC’H


Eat eo adarre ar goanv ebiou d’eomp. Mui ken a erc’h war an henchou da sklabeza hor bouteier hag hon tiez ; mui ken a avelou foll, a yenien, a gazarc’h hag a zourbeuz…

Edod ive e miz meurs er bloavez-se ; ar goanv a yoa bet dous kenan gant meur a zeiziad heol klouar. Sevel a rea an eost glas er parkeier, hag ar bokedou a zispake a druilhadou e kerc’hen ar c’hleuziou koulz hag er parkeier. Ar boutonou a c’hlaze er gwez hag er girsier. E pep leac’h dre ar bed krouet e seblante beza eur gouel bras en enor da Jezus treac’h d’ar maro.

En eun ti-soul koulskoude, kuzet du ze e kichenik Koad Meur, n’oa ket laouen an dud. Eur c’hlanvour a yoa, hag ar vamm c’hlac’haret n’ea ket eus tal gwele he mabig taget gant eur c’hlenved diremet. Yannig a yoa o nevez tapa krog en e eiz vloaz. Koantik tout oa an ealig kez, hag han vet oa bet zoken ar Mabig Jezuz gant e gamaraded. Bemdez e veze e skol gristen Lanndi ; sonj mat am eus anezan, hizio c’hoaz, daoust ma ’z eus eun toullad bloaveziou abaoue.

Hogen, eun abardaez, Yannig a dapas riou o tizrei eus ar skol, ha setu ma oe great d’ezan chom en e wele… Ar medisin a deuas meur a wech war e dro, ar vamm baour a boanias gantan gwella ma c’hellas ; kaer a oe avat an ealig ne deue ket e zivoc’h da rusia evel kent ; koll a rea bemdez tamm ha tamm an nebeudig nerz a jome c’hoaz gantan ; mont a rea goustadik war zu ar baradoz da gaout e dad ker eat araozan eun nebeudig miziou a yoa.

Bep tro ma teue ar medesin, ar vamm ankeniet a c’houlenne :

— « Penaos e kavit anezan, aotrou ? Daoust ha ne vezo ket pare dizale ? »