Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —


Hag an den gwiziek a rea eun heja d’e skoaz hag a vousc’hoarze. Ne lavare ger, hogen ennan e unan e rea meur a zonj. Ar c’hez bihan ne vije biken pare… Pa deuio an deliou kenta da zispaka, pa zistroio ar gwenneli gant kelou an neve-zamzer da glask o neizi koz o doa warlene, ar bihanig a nijo davet an elez e vreudeur…

Hag ar vamm dener a gleve evelato ar pez n’anzave ket ar medesin. Fizians ebet mui da welet he mab o parea ; prestik ne vije mui nemeti en he zi soul deuet da veza ker sioul hag ar bez. Gantan, d’e heul, ez aje he holl eürusded ! Ha petra rea d’ezi brema ar gwel eus ar prajeier hag eus ar girsier o c’hlaza ? Pe seurt vad a rea d’he diskouarn klevet al lapoused o kana er bodennou, pa gleve klemmou mantrus he mab Yannig gwasket gant ar paz? Petra vezo ar vuez eviti hiviziken, hep he fried, hep he mab ?…

Hag e selle gant truez ha gant enkrez ouz ar c’hlanvourig ; hag e pede Doue da ober eur burzud evit miret d’ezi ar pez a garie ar muia war an douar.

Setu en eun taol prim Yannig o sevel en e gwaze war e wele. Klevet a rea kleier Lanndi bole bras enno.

— « Perak ’ta, mamm, e son kel laouen ar c’hleier hizio ? » Houma a guzas he daelou hag a lavaras :

— « Hizio, va c’halonig, ema ar Yaou-Gamblid, hag e keit ha ma lavar an Ao. Person e oferen, ar c’hleier a zon evit ar wech diveza a raok maro Jezuz staget ouz ar groaz gant tud kriz. Bremaik ez aint da Rom.

Yannig a jomas pell bras da zelaou ar c’hleier, ha goudeze e tremenas evel eur goumoulen war e dal. O nag e karie kleier tour koz Landiviziau ! Nag e karie klevet anezo o son laouen da zul ha da zeiz gouel, pa ’z ea gwisket kaer da azeza war skinier ar skol gristen evit klevet an oferen !… Ha setu n’o c’hlevje mui, p’eo gwir ez eant da Rom !

— « Ha da ober petra, mamm, ez a ar c’hleier da Rom ? »

— « Da welet H. T. S. ar Pab, va c’halonig, ha da c’houlen digantan e vennoz ? »

— « Ha ne deuint mui en dro ? »

— « Eo, eo, mab kez, eme ar vamm nec’het, disadorn e teuint adarre. Gwelet a ri anezo o tremen uz da Goad-Meur, ya mar dout fur ha sentus, mar kemerez a galon vat al louzeier gourc’hemennet evit parea… Ar c’hleier o tizrei a bareo ac’hanout. »

Yannig a yoa digor frank e ziskouarn gantan da zelaou kement a lavare e vamm… Ar c’hleier a gar kement a zistroio, hag e