vezo d’it hen ober. Taol dour benniget en dro d’it a bep tu pa vezi digouezet en ifern ; taol ha taol start ken na yudo an diaoulou. Neuze e liviri digas ac’hanout endro d’ar gear, pe sina n’en devo hiviziken veli ebet na warnout na war nikun eus da lignez. »
— « Evel-se e rin ! » eme ar bugel laouenneat. Erwanig a drugarekaas ar Werc’hez hag a heulias piz ha piz he aliou.
Paolig a deuas e poent da glask e breiz.
— « Deus, emezan d’ar paotr, deus ganen, rak d’in out e gwirionez ! »
— « Da beleac’h hoc’h eus c’hoant d’am c’has, hag abaoue pegoulz eta oun-me d’eoc’h ? »
— « N’em beus ket a amzer da goll, marmouz bihan. Deus buhan ! »
— « O ne dan ket avat ! »
— « Dont a ri, paotr fall ? »
— « Mont a rin, mar tougit ac’hanon ! »
— « Deus ’ta war va c’hein ! »
Hag ar paotr, houp ! en eul lamm war gein an diaoul, ha buhan ha buhan da c’houeza d’ezan dour benniget en e ziskouarn. An diaoul a fiche, a vleje, da vouzara, hag a lavare :
— « Taol kuit an traou benniget-se ! »
— « Dioc’htu, mar kirit lezel ac’hanon da vale ! »
— « N’hellan ket ! » eme an diaoul.
Ar penn fall a ziaoul a glemme, mes kenderc’hel a rea da vont gant e hent. Digoņezout a rejont e rouantelez an ifern.
Edod o c’hori eur forn da lakaat ar paotr kez. Lammet a reant gant al levenez ; hogen, ne zalejont ket da gana eur zon-all.
Erwanig a zispakas e vuredou dour benniget hag a strinkas dioutan a bep tu. Hag an diaoulou bihan ha bras da goroll (dansal) ha da glemm gant ar boan :
— « Kasit anezan er meaz ! » emezo.
Den avat na grede tostaat ouz ar c’hristen yaouank.
— « Mat, emezan, p’ eo gwir ne deu den da gas ac’hanon er meaz, me a yelo va-unan. Red eo d’eoc’h avat sina ar paper-ma evit toui n’ho pezo veli ebet hiviziken na warnon na war hini ebet eus va lignez. »
Kavet e oe mat ganto ar marc’had.
Erwanig a yeas war-eün da drugarekaat ar Werc’hez santel eus ar c’hras kaer he devoa great d’ezan.