c’helou a vantras e galon, hogen, ar c’hoant da veza pinvidik a oe treac’h, hag an tad reuzeudik a roas e c’her d’an droug-spered.
— « Kerz d’ar gear ! eme Baol, pinvidikoc’h out eget ar roue !… »
Dont a reas d’ar gear, pinvidik bras, evel oa lavaret d’ezan. Ne gredas lavaret netra da zen, ha den ken nebeut na ouezas netra eus ar pez a yoa etrezan hag an diaoul. Ne ziskoueze ket kaout nemeur a geuz d’an torfed en doa great, rak Erwanig a yoa c’hoaz bihanig-bihan ; hogen, kreski a reas.
Erwanig a yoa eur bugel fur, sentus ha devot, savet gant eur vamm gristen e doujans hag e karantez Doue.
E zevosion na reas nemet kreski gant an oad, ha pa oe tapet gantan e zeiz vloaz e oe kaset d’ar skol. Bemdez e tremene ebiou d’eur chapel, hag Erwanig na vanke morse da vont da zaoulina dirak skeuden an Intron-Varia. Ar Werc’hez a zelle outan gant madelez hag a zigemere laouen e bedennouigou. Eun ehan-all a rea e-harz eur groaz a yoa war e hent.
Mes, siouaz ! pep tra a dremen er bed ma ; ar bloaveziou a yea gant tiz an eil warlerc’h eben, hag an termen a dostae. Erwanig a zalc’he start de bedennou. Hogen, en eur vont d’ar skol, pa veze digouezet gant ar groaz e teue brema d’e gaout eur c’hi bihan du hag a rea chalantiz d’ezan, a lipe d’ezan e zaouarn o fichal e lost. Erwanig avat en doa aon razan hag a yeas d’en em glemm ouz e dad. Hema a deuas tenval e benn gant ar zonj eus ar marc’had great etrezan hag an diaoul. Evit hardisaat e vab e lavaras d’ezan : « Kerz d’ar skol, va faotr, an dra-ze n’eo netra ! »
Ar bugel a yea atao da bedi e chapel ar Werc’hez. Eun dervez koulskoude, eleac’h moursc’hoarzin o klevet e bedennou, Mamm Jezuz a ouelas dourek. Hag Erwanig kerkent da c’houlen diganti :
— « Petra eo, va Mamm, a ra d’eoc’h ouela ? »
— « Petra ? va mabig, emezi, mac’h oufez ar pez a ouzon ! »
— « Petra ’ta ? emezan adarre ker buhan, livirit d’in, mar plij, ô Intron. »
— « Paour keaz mabig, eme ar Werc’hez, te a zo gwerzet d’an diaoul a-benn da zaouzek vloaz. Setu ma ’z out erru tost ! Mes, mar kerez selaou ac’hanon, n’ez i ket gantan. »
— « Livirit d’in eta petra ’m eus da ober. »
— « Del, setu a-ze eur gorzen ; kas anezi ganez ; kas i ve ganez diou vuredad dour benniget, ha pa deuio an diaoul d’az kerc’hat, lavar d’ezan n’ez i ket gantan mar ne zoug ket ac’hanout. Pa vezi war e gein e c’houezi gant ar gorzen-ma dour benniget en e ziskouarn, ha mar lavar d’it teuler kuit an traou benniget, arabat e