Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Erwanig, ar Bugel fur


————


En eur gear vihan a Vreiz-Izel e veve gwechall eun aotrou hag a yoa bet pinvidik. Hogen, bern n’eo ket mammen, ha dre ren buez frank ez oa eat, siouaz ! e stal da stalig. Bemdez ha bemnoz e veze gwelet o tarempredi ar c’hafeou, ar festou hag ar c’hoariou.

An aotrou a veze gwisket gant dilhad eus ar c’hiz diveza, ha pa deue tuchentilou d’e welet e kaved traou a briz da zervicha d’ezo, gweturiou ha kezeg « a feson » d’o chas ha do digas dre gear.

Mat, tud kez, deuet oa da veza paour, ha beza paour n’eo ket eun dra laouen, dreist-oll evit ar re a zo bet pinvidik. Kenavo d’an ebatou ! Kenavo d’an nosveziou ! Kenavo d’ar c’hoariou ! ha kenavo ive d’ar c’hompagnunezou skedus !… Ha petra lavarje an dud ?… Penaos miret ouz an teodadou flemmus ?… Ne grede ket zoken anzav d’e bried ar stad truezus a yoa o vont da veza o hini gant aon d’he laza gant ar glac’har hag an dristidigez.

Petra da ober ? Setu ar goulen a bouez a rea outan e-unan kant ha kant gwech an deiz. Labourat ? an dra ze a vije anzave baourentez dirak an holl… Kenderc’hel da vale evel kent ? a vije disken prim d’ar baourentez ar vrasa, d’an dienez zu.

Eun den er stad se a zo gouest eus a bep follentez. Setu ma teuas en e benn ober eun emglev gant Paolig. D’ar mare-ze e teue c’hoaz an amprevan lostek da goms ouz an dud.

Setu eta ma’z oa o vale evel kustum en e liorz, eun abardaez, pa deuas al le daonet ma eus e c’hinou : « Mat, me a rafe n’eus forz petra, en em rei d’an diaoul zoken, ma teufen dre eno da gaout adarre en dro an holl vadou am eus bet ! »

Paol goz a glevas e wall beden, hag a zilammas buhan d’e gaout.

— « Mar kerez, emezan, rei d’in da vab Erwanig pa vezo deuet d’e zek vloaz, ne zalei ket da gaout a-nevez madou bras ! »

An aotrou a garie kalz e vab ; gwir eo n’en doa nemetan. Ar