Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —


— « Hag ez eo hirio leanez… »

— « N’ouzon dare petra eo deuet da veza, ar pez a ouzon eo ez eas eus ar gear gant malloz he zad en he c’herc’hen… »

— « Hi he-unan eo, va zad, a zo ama brema kouezet d’an daoulin da c’houlen ho pennoz… »

— « Va merc’h ?… »

— « Me eo Anna a Gergolvan ! »

Ar c’hlanvour koz n’hellas ket koms, ker skoet oa e galon, ha setu m’en em roas da grena kouls ha p’en divije bet terzien eur marc’h. A-benn eur pennad evelato e c’hellas lavaret :

— « Ha pardoni a reot d’in ? »

— « Pell a yoa, va zad, em boa pardonet hag ankounac’heat ; hag, en tu-all d’am c’homzou, ar preder am eus kemeret ganeoc’h abaoue m’ho kavis evel maro er c’hoad, a zo eun desteni anad eus va c’harantez evidoc’h, rak, va zad, kredit ac’hanon, hoc’h anavezet em boa dioc’htu. Ar Barner bras eo n’en deus ket c’hoaz roet d’eoc’h e bardon. Stouit ho penn, va zad ; erru eo ar beleg d’hoc’h unvani gant Doue. Mall eo d’eoc’h lakaat urz en ho koustianz, rak ar maro hep mar ne zaleo ket da zont d’ho kwelet. »

— « Eun eal ez oc’h e gwirionez, va merc’h, digaset gant Doue en hon touez. O ya, klevet a ran ar maro o tont ; c’houi a gaso ar c’helou d’ar vam n’he deus ehanet d’ho karet. Na pet gwech n’eo ket deuet hoc’h hano war he muzellou abaoue ma ’z oc’h eat eus ar gear ! Vad a raio d’ezi klevet ar pez a zo bet etrezomp en heuriou diveza eus va buez implijet ker fall.

Ra blijo gant Doue ober ouzin eur zell a drugarez, nan abalamour d’in hogen abalamour d’eoc’h !