Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

ken ; Jezuz, va Mestr, eo a c’hourc’hemenn d’in kement-se, ha n’eus ama leanez ebet na ve dare da ober kement all evidoc’h. »

— « Ya, itron, emezan c’hoaz, bras eo ho karantez ouz an nesa. Ma lavarfen d’eoc’h koulskoude pegen doun eo eat va ene er fank, n’hellfac’h ket miret d’am mallozi… Beza em eus aze eur zamm pounner meurbet war va c’houstianz, a lavaras hen c’hoaz, an daelou en e zaoulagad, ha goude ma tennfen warnoun ho kounnar hag ho tispriz, me hen dizoloio d’eoc’h. Gwelet a rit ama dirazoc’h eun den hag a zo dleet d’ezan ar vez hag ar faë. »

— « Nan, nan, ne dleer ober faë war ene ebet, daoust pegen kailharet e ve, rak m’eo bet dasprenet gant gwad ar C’hrist benniget ; Hor Zalver a c’hell gwalc’hi ha parea holl c’houliou ar pec’hed d’an nep a ziskouez keuz. »

— « Eus Bro-Franz ez oc’h, itron ; her gouzout a ran, hag ho c’hoarezed ivez a zo deuet ama eus ar Franz ; stlapet oc’h bet er meaz, bloaz a zo, gant eul lezen a ziskare an holl vreuriezou menec’h. E kambr ar Gannaded edon d’ar mare-ze. »

— « Hag hoc’h eus roet ho mouez evit dougen al lezen… »

— « Ya, siouaz ! Ouspen-ze, deuet oan dre ama da ober gwap outo, ma kavchen hini pe hini anezo war va hent. »

— « Ha Doue en deus great d’eoc’h koueza etre o daouarn, marteze evit ma teujent da unvani gantan hoc’h ene. »

— « Ouspen zo. Eur verc’h am boa ; hoc’h oad he divije brema m’oar vad, itron. He c’haret a rean kenan, ha kalz a blijadur am beze o sonjal er fortun gaer a rache sur eun dervez. Dont a reas c’hoant d’ezi da vont d’ar gouent… »

7