Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

N’em boa mui tamm feiz ebet, hag ez oc’h deuet d’he enaoui ennoun pa emaoun em zremenvan ! »

Hag an den koz a goveseas hag a zigemeras e Zoue gant kalz a garantez. Mar en doa bevet evel eun den daonet, mervel a eure da vihana evel eur Zant…

Beziet eo bet er meaz eus e vro, ha bemdez ar c’hoar Anjelina a ya di da bedi evit ma plijo gant Doue e denna kentoc’h eus ar purkator hag e zigemeret en e varadoz.


————