l’ennemi ! Hon enebourez eo an Iliz, hag hon enebourien ar re a zo a du ganti ! »
Dre eun arvar, a weler a tigouezout stank a walc’h, markiz Kergolvan, ar pinvidig, an dijentil, ar « milioner », evel ma veze han vet gant an dud, ya, ar markiz dizoue ha digristen a yoa bet dimezet d’eur plac’h diwar ar meaz, kristenez gwir eo, hogen nebeut krenv en he feiz. Setu perak, eur pennad goude he eured, houma a reas evel he fried hag a gasas ar relijion da vale.
Doue kouslskoude a roas e vennoz d’an daou bried : eur-verc’h a c’hanas d’ezo, a oe roet d’ezi an hano a Anna.
He gwelet o kreski bemdez dindan o daoulagad setu ar pez a rea holl blijadur dijentiled ar maner. Hag ar baotrez vihan a c’hoarie, a gemere he ebad, evel ma ra peurvuia bugaligou he oad ; hogen, dalc’hmad koulskoude, dishenvel e kement-se dioc’h ar vugale all, e veze kavet el liorz, azezet, he daoulagad o para war an nenvou glas, henvel ouz eun den oc’h huvreal. He matez koz he devoa desket d’ezi lavaret pedennouigou berr ; he zud avad ne gomzent morse d’ezi eus an traou-ze hag edo o klask gouzout perak. Gwelet he doa ouspen n’ez ea morse he matez oc’h taol hep beza lakeat sin ar groaz en he c’herc’hen ; da zul e lakea he dilhad kaera hag ez ea d’ar vourc’h tosta a weled ac’hano ar c’hloc’hdi uhel anezi : ne rea ket kement-se a dra-zur dre urz, evit prena ar pez a yoa ezom da zibri, rak ar baner en deiz-se a jome a-istribilh oc’h an tach.
Hag an demezel a c’houlennas eun devez oc’h he flac’h :
— « Asa,da beleac’h eta ez eez da zul, gant da zae gaer ? Ha perak ez eez evel-se da-unan ? »