Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DOURN DOUE


————


Maner Kergolvan a yoa henvel oc’h neiz koz eun er, gwall-gaset gant an avelou abaoue meur a gant vloaz, ha, kaer o doa, n’hellent ket dont a-benn d’e ziskar. Gellout a reer lavaret e oa diazezet mat, rak er c’horn-ze eus ar vro, ar barrou-avel a vez kalet, o veza m’eo ken diwisk ha ken dispak. E welet a read a bell, a veur a leo zoken, en despet d’ar gwezigou treut a glaske sevel d’an nec’h o skourrou noaz en-dro d’ar mogeriou duet.

Eur sterig sioul a rede he doureier e-harz ar grec’hen ; sioul en hanv, houma a deue er goanv da veza trouzus, ha kement a waziou a deue da veti ma ranke asten he naoz war ar prajeier a dro war dro, o kas ganti an nebeut bodou haleg plantet gant ar verourien war he c’hostou.

Pell, pell bras araok ez oa bet eur chapel hag eur beleg er maner. Hogen, mar doa bet tadou koz an aotrou o stourm oc’h an Turked, mar doant bet kalonek er brezel enep an hugunoded, ma n’o doa ket bet aon o rei goudor d’eur beleg epad an Dispac’h vras, an aotrou a Gergolvan, diveza perc’hen ar maner, en doa diverket enor an amzer goz ; derveziou a yoa ma veze gwelet ar banniel ruz dispak a-zioc’h an nor vras.

Kavet e oe tud da rei d’ezan o mouez evit ma ’z aje da Bariz da rei skoazel da gensorted re henvel outan, evit ober lezennou enep an Iliz hag an Ursiou santel.

Bepred e veze gwelet er penn pella eus an tu kleiz gant ar re muia livet e ruz. Ne gleved ken o tont eus e c’henou nemet : « Le cléricalisme, voilà