Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —


« Mont a ran, merc’hig, da bedi Doue da gaout truez ouzomp holl, oc’h da dad, oc’h da vamm ; pedi a ran anezan evit ma vezi fur ha ma ri bepred ar pez a fell d’ezan ; mont a ran d’an oferen, ha te a deuio ganeo divezatoc’h, pa vezi brasoc’hik. »

Hag Anna a falvezas d’ezi deski pep tra gant he flac’h. Ne zaleas kel da zeski e oa bet krouet ha dasprenet gant Doue. Deski a reas ive misteriou bras ar relijion, hag eun dervez eürus, daoust da wall-lavarou he zad hag be mamm, e tigemeras eo be c’halon Hor Zalver Jezuz-Krist kuset en hosti zakr.

Meur a vloavez goude Anna a yeas da lavaret d’he mamm :

— « Mamm, eun dra ’m eus da c’houlen diganeoc’h, hag em eus aon ne falvesfe kel d’eoc’h he rei d’in, daoust d’ho kalon vad … »

— « Goulennit, bugel ker, hep aon ebet ; gouzout a rit em eus roet d’eoc’h bepred ar pez a yoa em galloud. »