tan, Filip a yeas d’eun arbel haga dennas bozadou aour anezi da deurel e-harz treid ar beleg.
Hema avat a zistroas e zell gant heuz.
— « Petra ! eme ar c’hlasker, ne fell ket d’it kemeret ar restaol ? Ne fell ket d’it eta kennebeut ankounac’haat va zorfed ?… »
Ar beleg a zavas e vouez hag a lavaras gant madelez :
— « Pardoni a ran d’it, Filip Franay, evel den, hag, evel beleg, e savan va dourn da rei d’it an absolven zantel. »
Ar paour a varvas e peoc’h antronoz-vintin, hag ar chaloni ne ziskuilhas da zen ar pez en doa klevet gantan. Hogen, ne fellas ket d’ezan implija evitan e-unan an arc’hant a yoa bet restaolet d’ezan. Lakaat a reas an arc’hant-se da zevel eun hospital evit digemeret ha sevel ar vugale baour dilezet gant o zud pe emzivaded.
Bemdez en e bedennou e lavaras betek e varo, ha gant pegement a zaour ! ar c’homzou-ma eus ar beden desket d’eomp gant Jezuz-Krist e-unan :
« Va Zad, a zo en nenv, pardonit d’eomp hor mankou, evel ma pardonomp d’ar re o deus noazet ouzimp. »