Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

kwitaat ar maner-ze am boa prenet ouz priz ar gwad, ha den a-c’houdevez ne ouias petra deuis da veza… »

Ama ar paour a jomas a-zav eur pennadig, ha goude e lakeas e boan da zevel en e goaze, hag e lavaras :

— « Me, aotrou, me hag a zo ama dirazoc’h, me eo Filip Franay, an hini en deus lazet ho tud ha foranet ho tanvez.

Aotrou kont a Senak, an torfetour a zo en ho kalloud, grit outan ar pez a gerot. »

Ar beleg a yoa deuet tostoc’h d’ar c’hlanvour.

— « Petra livirit aze ? emezan ; me a zo eun emzivad, eur bugel bet kavet war an hent. »

— « Pa lavaran d’eoc’h eo c’houi an aotrou kont a Senak ! O ne fazian ket. Dioc’htu em eus anavezet ac’hanoc’h. Ha c’hoant hoc’h eus d’hen gwelet sklearoc’h c’hoaz ? Mont a ran da ober d’eoc’h kredi. Tronsit breac’h ho soutanen ; holl dud ho ti o deus eun tach du uhelloc’h eget an ilin deou. »

— « A ! paour, eme ar beleg, lavaret ac’h eus ar wirionez. O va zud ker ! va zad !… va mamm !… Roit d’in, Aotrou Doue, nerz a-walc’h evit pardoni d’an den-ma… »

— « Pardoni a c’hellez, eme ar c’hlasker ; paeet em eus, ker zoken ! Pa ’z oun deuet da veza paour evit an eil gwech, em eus gwelet mat peger bras e oa va zorfed, hag ez oun deuet a galon vat da veza paour-baleer, evit gellout, eun dervez, restaol ar pez am boa laeret. Bevet em eus en diouer a bep tra ha kousket a rean war ar c’haled ; hogen hizio me a zo paeet. Ya, hen lavaret a c’hellan d’eoc’h, kont a Senak ; setu ama hoc’h arc’hant : kemerit anezan, priz ar gwad eo ! »

Hag o veza dastumet an tammig nerz a jome gan-