gregi ennout d’az kas d’an disheol ; hogen, nan ! truez am eus ouzit ; kea, hag arabat e vezo d’i dont mui war va zro. »
— « Gwelet a ri c’hoaz ac’hanoun, kont a Senak, a liviris o tiskouez d’ar maner va dourn serret ; ya, dont a rin, m’hen tou ! »
D’ar poent-se ez oa trouz dre Vro C’hall a-bez ; edod e poent ar Valtam[1].
Tamall a ris an aotrou kont a Senak da veza a du gant an dispac’herien, hag evit rei eun tamm seblant d’am c’homzou e tiskouezis fals-paperou skrivet ganen va unan.
Kredet e oen, aotrou ; ha, daou zervez goude, an aotrou hag an itron a Senak a oe kaset d’ar prizon a hanved Bastille. O mabig a oe saveteet gant unan eus ar mitizien.
Roet e oe d’in ar maner hag e zouarou, e digoll eus ar boan am boa bet oc’h ober va labour ifern. Prestik goude e klevis lavaret e oa maro ar mevel hag ar bugel eat n’ouie dare den da beleac’h.
Ar c’hont hag ar gontez a varvas ive hep m’o divije gallet dont a benn da rei da gredi ez oant divlam. Neuze, me, Filip Franay, a c’hellje pelloc’h beva e peoc’h eus frouez va zorfed. Fazia rean a grenn. Va buez, siouaz ! ne oe azalek neuze nemet eur verzerenti griz hag hir. Broudou va c’houstians am c’hrigne, hag hiviziken peoc’h ebet ken evidoun nak en deiz nak en noz. Ya, aotrou, betek va nosveziou zoken a veze trubuilhet gant huvreou spontus.
Setu me neuze, evit kaout peoc’h, oc’h en em rei a nevez d’ar c’hoariou. Koll a ris, ha me o tont
adarre da veza ken paour ha biskoaz. Red e oe d’in
- ↑ Fronde e galleg.