Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

maner-ze en e spered : tro-war-dro ez eus tachadennou divent a c’hlasvez ; ama hag a-hont gwaziou trouzus o tiruilh eus an uhel hag o koueza e beoliou great gant mein-marbr eus ar c’haera. Bokedou a bep tu, gwez bras bodennek e leac’h ma kuz al lapoused o neizi. Eur bugel a zo dre eno o kemeret e blijadur e pep frankiz. Ar bugel-ze a zo karet ka great brao d’ezan. Bemnoz e teu eur vaouez d’e gerc’hat ha d’e gas d’eur gouele mat, o pokat d’ezan kant ha kant gwech-all. Ar vaouez-se a c’halv anezan : « Va mab ! »

Hag an aotrou Jakez a gred eo hen ar bugel koant-se, eo hounnez e vamm, ar vaouez-se ker madelezus ha ken dous ! O ! petra ne rofe ket evit gouzout he hano !… evit kaout c’hoaz eur pok digant e vamm ! Ha mar deo re zivezat evit gellout pokat d’e vamm, petra ne rofe ket evit gallout da vihana daoulina war he bez !

Ar beleg-ma a zo eun den a galon ; setu perak e lavar araok sevel en e zav :

— « Aotrou Doue, ho pezet truez ouz ar re o deus laeret diganin eürusded va amzer da zont ! Roït d’ezo ar peoc’h hag ar vuez a bado da viken ! »

Dirdign ! Dirdign ! Dirdign !

Kloc’hig ar presbital eo a yoa e bole.

— « Petra ’zo a-nevez ? » eme ar beleg.

— « Eun den klanv, toc’hor bras, a c’houlen kovez ouzoc’h araok tremen. »

— « Mat eo, mont a ran dioc’htu ganeoc’h ! »

Digouezet dirak ar c’hoz toull ti, an diaveziad a lezas ar beleg da vont en e raok.

— « It tre, aotrou, emezan, it ; aze eo ema ar paour a c’houlen ac’hanoc’h ; me a zo o chom du-ze, pelloc’hig. Dre druez eo ez oun eat d’ho kerc’hat. »