gwenn hag hel lezas da goueza e tok ar paour. Ne jomas ket goude da c’hedal eur bennoz-Doue !
O klevet an arc’hant o steki ouz an arc’hant, ar paour a zavas e benn, hag a gemeras ar pez gwenn-ze, o lavaret :
— « An dra-ze avat n’ez aio ket evel-se. N’hellan e doare ebet digemeret eun aluzen digant hennez… Ya, hen eo, sur oun brema. Anavezet mat em eus anezan dioc’h e vouez, dioc’h e vale, ha zoken dioc’h e zremm. Hen eo ! ya, ya, n’em eus douetanz ebet ! »
Ar beleg koulskoude a yoa eat ac’hano. Ar paour a dostaas ouz eun dall, hag e lezas da goueza en e grogen ar pez arc’hant nevez-roet d’ezan e-unan. Goude-ze e pellaas ive d’e dro, dastumet gwella ma c’helle en e druilhou.
Ne deuas ket, antronoz, d’e leac’h kustum. Hag ar beleg da lavaret pa dremenas dre eno : « Ho pezet truez, va Doue ! ouz eur pec’her paour ! »
Ar beleg-se oa an aotrou chaloni Jakez.
Daoulinet dirak kroaz e gambr, an aotrou chaloni Jakez a zo e spered gant e vloaveziou kenta, evel kuzet gant eur ouel du, ar pez a rea n’o gwele ket sklear a-walc’h. E yaouankiz a yoa, evel pa lavarfen, eur mister evitan. Tra souezus ! ar gwel eus ar paour truilhek-se ha ne felle ket d’ezan kaout skoazel ebet digantan, en deus divorfilet ha lakeat da virvi eur bern traou hag a yoa evel morgousket e tenvalijen e spered. Atao e oa bet lavaret d’ezan n’oa ken nemet eur paour kez bugel bet dastumet war an hent. Penaos eta e teu sonj d’ezan brema eus eur maner kaer ? Gwelet a ra zoken ar