An nebeudig komzou-ze a ra d’ar beleg ober eur skrijaden.
Piou eo ar paour-ze O ! doueti a ra eo an hini en doa kavet e-kichen dor an iliz. Ha perak e c’houlen gwelet ar beleg hizio pa ne felle ket d’ezan e zelaou deac’h ? Piou oar ? Ha piou a zo bet eat morse betek goueled sekrejou an Aotrou Doue ?…
Hag o veza savet d’an neac’h gant an deleziou a gase d’ar zolier, ar beleg a roas eun taol glin d’an nor.
E gwirionez, ar paour dic’hiz, gwelet gant ar beleg en derc’hent, eo a yoa eno astennet war eum dournad kolo leiz.
Ya, hen e oa, hogen e pe stad truezus !
An eonen a deue eus e c’hinou, ar gwad a yoa war e zaoulagad, hag e tisplante ar bleo a zournadou eus e benn. An dizesper a yoa kroget ennan.
Reisaat a reas koulskoude o welet ar beleg.
— « O, emezan, bennoz-Doue da veza deuet ! Aon bras am boa da vervel hep ho kwelet c’hoaz !… »
— « Lavaret em boa d’eoc’h, eme ar beleg, e c’hellit fiziout ennoun evel en eur mignon ; ha brema, setu me dare da ober evidoc’h ar vad a c’hedit diganen. »
— « Sellit, neuze ; azezit aze, ha selaouit ac’hanoun. Va buez fall eo ez an da gonta d’eoc’h. Lezit ac’hanoun avat da zibuna ar guden penn-da-benn hep troc’ha va c’homzou. »
Ar beleg a azezas war eur skaon, hag o veza lakeat e boan da guzat ar beac’h a yoa warnan, e lavaras : « Setu me dare d’ho selaou ! »
Ar c’hlasker koz a zeblantas neuze disken ennan e unan, hag eur pennad goude ec’h huanadas, hag hen ha koms evel-hen :
6