lakaat ar paotr muia dispont da grena war e dreid.
Sec’ha a rea ar c’houezen eus e benn ; n’oa ket a vall gantan avat disken e vouchouar ; ne c’houlle ket, kredabl eo, e vije gwelet e zoare.
Goude beza sellet outan eur pennad, o veza n’hen anaveze ket, ar person a c’houlennas :
— « Piou oc’h-hu, va den mat ? »
— « Me eo mevel hostaleri ar Mene-Bras ; dont a ran evit eun tremener deuet da loja du-ma hag a zo kouezet klanv bras en eun taol. Hastit avad, aotrou person, pe e vezo maro abarz ma tigouezimp. »
— « Mont a ran d’hoc’h heul, eme ar person koz, a gave eun nerz nevez o sonjal edo o vont da zigeri dor ar baradoz d’eun ene. Azezit, eta, eur pennad, keit ha ma vezin o pourchas kement a zo red. Fant, ro d’an aotrou an dilerc’h eus ar gwin a zo chommet aze er voutailh, evit tomma d’ezan e izili, rak yen eo, hag ar Mene-Bras a zo pell ac’halen. »
Senti a reas Fant, en despet d’ezi avad, hag oc’h ober sellou korn oc’h an aotrou person. Eviti, an aotrou du n’en doa doare vat ebet. En eur c’horn tro e kavas an tu da lavaret d’he mestr :
— « ’Velkent, n’efet ket en hent gant eur seurt den, hep m’ho pefe an distera anaoudegez anezan… N’eus ket warnan drem eun den eün !… »
— « Ro peoc’h, Fant ; evit ober al labour-ze eo ez oun bet beleget. Eun ene da zavetei ! Red eo d’in mont… »
An diaveziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec’h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoue eiz dez.
Pa oe dare pep tra, an aotrou person a ginnigas ar zac’h du d’an den o lavaret :