evit lavaret an oferen ! Ha neuze, n’hoc’h eus debret tamm, santez Anna ! »
— « Nag a dud reuzudik, Fant, a zo d’ar poent-ma o c’haloupat an henchou, sklaset o izili gant ar riou, ha goullo o c’hof. Gant pebez karantez o digemerfen em zi, daoust d’am nebeut a beadra !… » Boum !… Boum !… Boum !…
Skoet e oe neuze eur maread taoliou pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c’hoant d’he divarc’ha. Boum !… Boum !… Boum !… Tri daol seac’h adarre.
— «Petra ?… N’eus den ’ta ? Ma n’eo ket eun druez lezel an dud keit-all dindan eur seurt amzer !… »
— « Kea. da zigeri, Fant ! prez ’zo evit doare ; eun darvoud bennak, kredabl… »
— « Mat e rafe evelato ober nebeutoc’h a drouz… »
— « Kea buan, plac’h baour ! »
Mont a eure en eur lavaret : « Itron santez Barba venniget, mirit ac’hanomp diouz pep droug ! »
An diaveziad, koulskoude, a gendalc’he da skei kalet, o touet hag o vallozi Doue endra c’helle.
N’oe ket ezom d’e bedi da zont en ti.
Eur pez foultren den e oa, baro du hag hir d’ezan, en e ben daoulagad ruz evel an tân, gouest da