Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


— « Mar befe ho madelez dougen ar zac’h-ma ; ar c’hiz a zo d’her rei d’an nep a deu da c’houlen ar beleg. »

E zigemeret a reas hep lavaret nemet ken :

— « Trein a zo ganeoc’h, aotrou person ! »

— « Emaon o vont. Fant, mont a ri da gousket ma ne vezan ket dizro a-benn hanter-noz… »

Hag ar beachour a gendalc’has :

— « Me a deuio endro pe gant an Aotrou Person, pe va-unan, mar bez red d’ezan chom war-dro ar c’hlanvour. »

Easaet dre ar c’homzou-ze, ar plac’h keaz a heuilhas he mestr hag e vleiner, ken n’ejont diwar wel. Serri a reas neuze an nor, he morailha a reas zoken, hag o veza lakaet sin ar groaz en he c’herc’hen, e teuas da azeza war an oaled, e-kichen an tan, pe kentoc’h e-kichen al ludu, rak maro e oa an tan pell a yoa.

Lakeat mat he doa en he fenn n’ez aje ket d’he gwele abarz beza bet eur c’helou bennak eus ar veachourien. Daoust d’ar boan a gemere evit kas kuit ar velkoni, n’ehane da huanadi diwar greiz he feden. Drem hudur an dianavezet n’ea ket dioc’h he spered ; mont ha dont a rea dirazi evel eur spontailh. Serri a reas he daoulagad evit chom hep e welet ; neuze, skuiz evel ma ’z edo, ken a gorf ken a spered, Fant na zaleas ket d’en em rei da gousket.

An daou veachour koulskoude a gerze atao, prez bras warnezo. An hent a yoa dies meurbet. Rankout a reant tremen dre wenojennou risklus an tosennou ; e lec’hiou-all, dreist ster drouzus an draonien, war drojennou gwez taolet eus eun tu d’an