kenta ganet, plac’h pe baótr, evit beza eun daonet eveldoun ? »
— « Ha gouzout mat a reomp, eme Janed, ha daoust da-ze n’em eus ket gouelet. N’eo ket avat ma vije plijadurus roi e vugale d’eun aotrou vil eveldoc’h, mes petra ’m bije me gounezet a ouela hag o klemm ? Daoust ha gallout a rea Janed dizober a peza zo bet great gant Yan ? »
— « A zo gwir ha lavaret mat, komerez, a respontas an diaoul. Kendalc’hit, he ho ped, gant an hent-se, hag e teuot eun dervez da luskellat ho krouadur pe da zerc’hel kompagnunez d’ezan da Ger-Satan. Rak, klevit mat, ho krouadur a vezo eun drouk-spered. Setu ar c’hardi o vont da veza peur-echuet. Abenn eun hanter-eur e vezo great al labour, hag ar c’hilhog n’en devezo ket c’hoaz kanet. »
— « Ha kredi a rit-hu an dra ze ? eme Janed. Me oar petra ’meus da ober, ha fizians am eus e kano va c’hilhog araok ma kav d’eoc’h. Great em eus bremaïk eur beden ver… »
— « Ha da biou ’ta ? » a c’houlennas an diaoul. »
— « O n’eo ket d’eoc’h-hu ; n’ho pije ket va selaouet. Hep kasoni, aotrou ’n Diaoul, e lezan ac’hanoc’h, hag hep lavaret kenavo an disro ebet. »
Satan a zizroas da gaout e labourerien, ha Janed a yeas eus he zu, o lavaret : « Araok m’en devezo kanet ar c’hilhog ! »
En eur c’horn eus, ar porz ez oa eur c’hilhog a bouez o chom en eun toullig lochen goad.
Janed a gerzas di ; bouta reas an nor gant eun taol glin, ha neuze e skoas sklerijen al letern war an dihuner-mintin kousket kalet e tenvalijen an noz.
Al loen kez a zihunas en eun taol krenn, dallet