Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

gant kement a sklerijen ; hag, o kredi edo an heol o para, ec’h astennas e c’houzoug da gana kanaouen an deiz.

Eur youc’haden skiltrus leun a gounnar a oe klevet neuze, ha prestik goude, trouz goloet eun niver bras a dreid o vale war an douar kalet.

An diaoul tapet a-zoare a derc’he, hag e vicherourien a yea, lostek war e lerc’h.

Ar c’hardi a jome en e zav, diazezet mat, n’oa ket avat peur echuet, Pemp minut divezatoc’h, an ifern a vije bet trec’h.


————