pep tra, eur vouez, mouez eun daoned o youc’hal evel ma c’hell ober Lusifer, prins an drouk-sperejou : « Buanoc’h !… Buanoc’h c’hoaz !… »
Satan eo a yoa oc’h ober hervez e lavar.
— « Petra ’zo ’ta Yan ? » eme Janed dare da zevel eus he gwele.
— « Netra ! »
— « Mar deo gwir ! »
N’helle mui nac’h pelloc’h. Nak a daoliou golvez a yoa o vont da goueza warnan ! Nak a glemmou, a youc’hadennou mantret ez ea da glevet !…
Ha padal ne oe netra eus an traou-ze holl ; en eneb eo. Janed a zirollas da c’hoarzin !
— « N’eus ken ? emezi. Lavaret ec’h eus araok ma kano ar c’hilhog, pe ne vezo netra c’hreat ?… »
— « Ya, teir gwech siouaz ! ya, evel-se en deus lavaret. »
— « Mat tre ! Ro d’in al letern, ha kerz da gousket e peoc’h. »
O veza kemeret he dilhad war c’horre ez eas da graou ar yer, al letern war elum ganti en he dourn. Ar c’hardi a yoa savet uhel, n’oa ket echu evelato, pell arc’hano !
Janed a gavas an diaoul, war he hent.
— « Salud d’eoc’h, aotrou ’n Diaoul, emezi, ha penaos ema ar bed ganez ? »
— « Ha te, piou out-te ? »
— « Me eo Janed, gwreg Yan, hep m’am befe an distera c’hoant da roi dourn d’eoc’h !… »
— « Plac’h divezet ! Livirit d’in ’ta, gwaperez daonet, bigodez aheurtet, pegement hoc’h eus gouelet p’ho peus klevet pe seurt marc’had a zo bet etre hoc’h hini koz ha me, Satanaz, prins an drouk-sperejou. Ha gouzout a rit-hu e vezo d’in ho