m’hen tou dre va c’herniel, araok m’en devezo kanet ar c’hilhog, eur c’hardi nevez a vezo savet eun tamm mat kaeroc’h eget egile. »
— « Re vadelezus eo ez oc’h, aotrou, ha n’ouzon penaos… » — « O, me o ar, me ! Eur mab ac’h eus ? »
— « N’em eus ket, siouaz ! »
— « Eur verc’h ? »
— « Kennebeut ! »
— « Dimezet out ? »
— « Ya, Aotrou, d’eur wreg yaouank a zeitek vloaz, koant evel eur rouanez. Kenan e kar ac’hanoun, hep fougeal… »
— « Mont mat a ra an traou ganeomp, eme an drouk-spered o c’hoarzin fall ; hê ! hê !… Eur bugelig ho pezo marteze dizale… Evit ar c’hardi a zavin d’it e roi d’in ene da vugel a zeuio ?… Talvezout a ra, ha ne gav ket d’it ? »
— « Aotrou, eme Yan, mont a ran da c’houlen ali va gwreg. »
— « Tra ! tra ! Lavar ya pe nan dioc’htu. »
— « Ya eo neuze, eme Yan o stoui e benn. »
An heol a yoa o sevel, hag an diaoul a yeas huit en eur vogeden.
An deiz a dremenas, ha Yan n’en doa c’hoaz lavaret netra d’e wreg eus ar pez a yoa bet etrezan hag an diaoul. Glac’haret bras e oant o daou, hen abalamour m’en doa gwerzet eun ene d’an diaoul, hi abalamour d’ar c’hraou devet ha d’al loened a jome evel-se hep goudor.
E-kreiz an noz e oent dihunet adarre gant eun trouz spontus. N’oa ket a dan en dro-ma, nak a strakadeg ken nebeut. Klevet a read avat ar vein o sevel hag o koueza war ar plankennou, tud war vale o sevel skeuliou oc’h ar mogeriou, ha, dreist