hag arabat eo d’eoc’h mont en egar evel-se, den santel ! Me n’em eus c’hoant ebet da ober d’eoc’h teari. »
— « C’hoant ec’h eus da c’houzout perak n’az lezan ket da lakaat da dreid er baradoz ? Her gouzout mat a rez da-unan ; flear zo ganez war hed eul leo tro-war-dro ! Ya, c’houez ar rostet a zo oc’h da heul ; ha ma vijes, — Doue ra viro ! – lezet da vont er baradoz, ha pa ne ve ken nemet eur pennadig, e vije red epad eur miz, goude-ze, skuba, gwalc’hi ha sec’ha bemdez kement tra gaer a zo aze, evit kas kuit ar c’houez kasaüs a glever ganez, loen lous ! Hag an dra-ze a rofe re a labour d’an elez… Kea, kea pell diouzin !… »
— « O na c’houi a zo eun den eürus a-zoare !… Eur zant savet uhel eveldoc’h a dlefe evelato beza muioc’h habask ha sederoc’h ouz an dud a renk izel ; ya, me grede an dra-ze betek-hen. »
— « A ! ya, marvat sur emaoun o vont da lezel ac’hanout da zont ! Ha ma vijen sot a-walc’h d’hen ober, me laka e rafes d’in eun dreuflezen bennak, atao ez peus re nevez ez sac’h, louarn koz ma ’z out ! »
— « Me, tenna d’eoc’h eur dreuflezen ? O sant benniget ! n’am ana vezit ket mat, war a welan ! Ha penaos e rafen goude m’am bije c’hoant da ober ? Livirit d’in ’ta penaos ? »
— « Oc’h ober evel ar Breizad-ze, a c’houlenne eveldout ober eur zell er baradoz ; roet e oe d’ezan dioc’h e c’houlen, ha neuze, n’ouzout ket petra reas ? Eur sac’h a yoa gantan. Ac’hanta, teurel a reas e zac’h ebarz. Ha goude e c’houlennas beza lezet da vont d’e gerc’hat. Lezet e oe. Azeza reas warnan ker brao ha tra, re vrao zoken, war va meno rak pa’z is da lavaret d’ezan dont ermeas, e lavaras