Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

d’in ken dichek : « Me a zo ama em feadra hag a jomo daoust da bep tra ! » Hag aze ema abaoue ive. Te, Satanaz, a rafe d’in me eun dra bennak evel-se ive. »

— « Me, aotrou sant Per ? ô ne rafen ket. Me a vezo leal betek penn, hag a vezo, mardazero ! Hennez, Perig, a yoa eun Tregeriad, ha, gouzout a rit, Tregeriz a zo brudet evel filouterien begou flour. »

— « Emaout oc’h ober gwap, loen lostek ! Gortoz ! gortoz ! mont a ran da ober d’it paea d’in. Me zesko d’it petra eo lavaret droug diwarbenn ar Vretoned ! »

Ha kerkent, krik ! krak ! an nor a zigoras, ha sant Per a astennas e c’har evit rei eun taol troad e r… an diaoul. Mes an diaoul en doa klevet ar c’houez, hag evit tec’het araok an taol e troas prim a gostez. Kement a lans a yoa gant troad ar Porsier, ma’z eas e votezig voulouz rus eus e droad da goueza e-kichenik an diaoul. Paolig na oe ket pell evit he dastum hag he lakaat dindan e gazel gleiz. Starda rea warni zoken gant aon d’he c’holl. Dindan ar gazel-all e starde e gilhog, ar paour kez kilhog, a gane gwasoc’h-gwaz, peadra da regi e gornailhen :

— « Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »

Ha sant Per dipitet a-walc’h, me lavar d’eoc’h, a chaoke etre e zent, « Pebeuz laer ! Kas gantan va botezig voulouz ! Kas gantan va chilhogig ! N’eus ket da lavaret, ar c’hilhog se a zo bet laeret gantan ivez en eun tu bennak. E pe leach ? An dra ze avat n’ouzon ket ! Red e vezo d’in beza war evez eur wech-all. »

Hag o veza n’en doa nemet eur votez, sant Per a gasas eun eal da rei urz da zant Krepin da ober