Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

oc’h ober eur bale dre aze, P’eo gwir evelato e c’houlennit va ali diganen, me lavaro va mennoz, d’eoc’h-hu dreist-oll, rak muioc’h a fizianz am eus ennoc’h eget en holl zent all ; ya, Perig koant, ar wirionez a lavaran. »

— « Kea atao, teod flour ! »

— « Ya, ha kredi a ran zoken e teufemp d’en em glevet, hag e rafemp braoik hor c’heusteuren hon daou ! »

— « En em glevet da ober petra ? »

— « Dal ! ankounac’heat hoc’h eus adarre ar pez ho poa lavaret en deiz-all ? »

— « Mar kav d’it emaoun-me o vont da skriva da froudennou evit n’o ankounac’haïn ket, te a fazi, va faotr, hag a fazi kalz zoken. A-walc’h a gaierou am eus-me aze evit miret hanoiou ar rea ya hag a deu dre ar baradoz ! Asa, peadra da goll va zammig penn. Hast buan ta lavaret d’in petra zo a nevez ganez ; setu eur pennad brao a zo oun ama daoubleget. Dont a ray d’in ar boan gein… »

— « Gwir eo neuze ’ta n’ouzoc’h ket ? C’hoant am boa da vont aze ive eur pennad da welet : lakaat beg va fri, ha netra ken, evit teurel eur zell war ar baradoz kaer n’em eus ket gwelet abaoue an dervez ma oen stlapet er-meaz. Lavaret a reer ez eo bet kaeraet, ez eo sklerijennet brema, nan mui gant an tan-red, mes gant an acétylène. La ! eun aotre vihan ! Pemp minut hepken ! Evit eur wech ! eur wech, ha peoc’h goude ! Ha c’houi neuze a vezo ar c’haera eus ar c’haera sent, hag ar gwella anezo holl !… Ha mea yelo d’hen embanna e pep leac’h goude. »

— « Nan, mil gwech nan !… Perak ’ta, ginaoueg, n’out ket chomet ennan pa edos ? »

— « Ze, Perig ar Porsier, n’eo ket eun abeg eo ;