Hag ar gward galloudus a lavare evel-hen outan e-unan : « Daoust hag e peleac’h en deus kanet ar c’hilhog-se a zo bet bremaïk o tihuna ac’hanoun ?… N’eo keter baradoz ; ama, ganeomp-ni, n’ez eus ket a loened ; n’ema ket ar c’hiz, ha n’eo ket mat e vije, rak, al loened, tro pe dro, a laka droug er re o deus da ober outo, hag awechou zoken e teu ganto komzou ha ne vezont ket implijet en Iliz !… Daoust hag en e vije er-meaz, mitu !… Ya, er-meaz eo e rank beza… Gwelomp.
Ha neuze, krak ! e tigor an draf a yoa en nor, hag e laka e benn er-meaz evit sellet a bep tu.
— Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!! »
O welet dremm skedus ha laouen an aotrou sant Per, ar c’hilhog en doa kredet gwelet an heol ; en dro d’ar baradoz an noz a yoa tenval-zac’h.
— Ne roï ket peoc’h, te ? glabouser zo ac’hanout ! a lavaras sant Per d’ar c’hilhog, kustum ma ’zoa da veza gantan evel eur mignon koz. Peder heur eo, a leverez ? Ha koulskoude, daoust d’in da veza koz, n’em eus ket lakeat eun heur evelato da jench roched ha da wiska va dilhad sul !… Sell ta ! unan bennak a zo ganez, mestouet ?
— « Ya da, Perig ar Porsier. Me eo am eus diaset ar c’hilhog-ma da zihuna ac’hanoc’h ha da ober evel-se plijadur d’eoc’h, rak hizio, mar ne fazian, ema ho kouel bras. »
An diaoul, ar pez fall, eo a gomze evel-se gant e deod melet.
Ar c’hilhog paour a yoa prizoniet etre divreac’h Paol gornek, gag e starde warnan muia ma c’helle, evit ober d’ezan kana.
— « A ! te eo a zo adarre, loen lous ! Petra glaskez dre ama ? lavar ’ta d’in, pintig noz ! »
— « O avat, n’oun ket deuet a-ratoz kaer. Edon