Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

nou aour a-ispilh betek e zaoulin ; war e benn ez oa eur galabousen round, e seiz du, hag a c’holoe dereat e benn moal. En eur ger, pep tra en e wiskamant a yoa evit ar gwella.

Pesketerien Douarnenez o-unan a vije bet lorc’h enno e welet o zant paeron gwisket ken gran. N’o divije ken hen anavezet zoken, ken dishenvel e oa dioc’h an pesketaer a daole gwechall e rouejou war lenn Jenezaret, gant e-dad Jonaz hag e vreur hena Andreaz.

Abaoue, gwir eo, en doa gounezet tizout betek ar renk uhella, o pesketa tud war eur mor eun tamm mat falloc’h eget hini e vro. Deuet e oa zoken da veza eur mestr gouiziek er vicher zieas-se, p’eo gwir e oa bet lakeat da sturier. Hogen, an amzer-ze a yoa tremenet pell a yoa.

Epad m’en em wiske, sant Per a rea ar pez a hanver ar beden a galon, evel ma ra bep mintin an holl dud devot : « N’eus forz, a lavare, ma ne vije ket deuet ar c’hilhog d’am dihuna p’edon oc’h en em reustla e spern va nac’hedigeziou heuzus, marteze ne vije ket deuet a geuz d’in, ha neuze, e pe leac’h e vijen-me brema ? N’eo ket er baradoz, a dra-zur, o nan ! e-kichen Judaz, en ifern, an dra-ze avat na laran ket. Mil bennoz d’eoc’h, Doue ma delezus, da veza lakeat ar c’hilhog da gana ! »

Hag e krene e galon baour gant an derzien.

An nep a zo oc’h ober peden a galon a c’hell beza leun a youl vat da jom gant Doue ; hogen, kaer en deus, ar spered a zo ken dibarfet, ha n’eus forz peger santel eo an den, ne viro ket outan da c’hournijal ama hag a-hont, zoken epad ar beden. Sonjezonou a bep seurt a deu, evel kelien fall, da laerez diganeomp ar mel a davomp o pleustri ar gwirioneziou kristen.