Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kilhog Sant Per


————


Kakara… kaa ! Kakarakaa ! Kakaraka !…

Sant Per a yoa kousket en e lochennig, e-kichen dor ar baradoz, pa glevas eur c’hilhog o kana evel-se eus holl nerz e gornailhen. Setu hen o tihuna en eul lamm, hag o sevel en e goaze. Hag e klaskas gouzout pe vare e c’helle beza. « Unan… diou… teir ! Ya, teir heur e c’helle beza. P’eo gwir e kân ar c’hilhog ken abret, me laka e vezo kaer an amzer hizio, deiz gouel bras an Holl-Zent… Gwella ’z eo, avat ! Rak n’eo ket ebat kaout amzer fall… zoken er baradoz. Hum ! kouls eo d’in sevel ! Ne dalv ken d’in chom em gwele, rak ne gouskin ket mui. Ar re goz eveldoun ne reont nemet eur c’housk, koll a rafen va amzer oc’h astenn a-nevez, ha neuze, ar c’hilhog, va mignon koz, a c’hellfe ober gwap eus douger alc’houeziou ar baradoz… Evel-se ’ta, houp !… Er-meaz ! »

Hag e tilammas eus e wele a brins evit mont da dana ar c’houlaouen a yoa en eur c’hantolor aour ; goude e wiskas e zilhad, war e bouezig, evel ma rea pep tra.

O veza m’edo gouel an Holl-Zent, gouel brasa ar baradoz goude gouel an Dreinded, sant Per a glaskas e zilhad kaera da wiska. Ha bez en doa dilhad kaer, me lavar d’eoc’h.

Na brao e oa da welet gwisket gant e zae liou aour na veze lakeat nemet d’ar goueliou brasa ! gant e voutouigou voulouz rus, bouklou arc’hant warnezo ! gant e c’houriz seiz gwenn, outi boucho-