« N’oun tamm ebet souezet gant an dra-ze, emezan ; an aotrou dug ivez a zo bet meurbet madelezus em c’henver. Tud vat int. Ar pez a zo bet kiriek d’in da vont a du gant Blez eo abalamour ma kreden start edo ar gwir gantan. Hogen, lezomp an traou glac’harus-se. Lavaret a rin d’it hepken e kredan beza great en Alre va dlead a varc’heg leal ha kalonek. Ha neuze, penaos em bije gallet ober e giz-all, p’eogwir edon tostig d’ar marc’heg brudet Gwesklen ? Ugent gwech em eus gwelet ar maro a dost ; e goueled va c’halon, me lavar d’it em boa aon, nan, avât, rak ar maro, aon am boa da vervel hep kaout diaraok an eurvat d’az kwelet ; kement-se a vije bet re griz evidoun. Evit ne c’hoarvesche ket an dra-ze ganen, e ris gwestl da vont da bardona war droad da Itron-Varia Rumengol, ma plijche ganti va miret ouz pep droug. Emaon oc’h ober hervez va ger. An Itron-Varia a glevas va feden : dont a ris eus ar brezel hep beza bet pistiget an distera. Kaset e oen gant ar brizonierien-all da gaout an dug, hag e lavaras d’in o vousc’hoarzin : « It, emaez, it, baron a Blougastell, dishual oc’h. Ne c’houlennan ken paeamant diganeoc’h nemet e viot ker feal em c’henver ha ma’z oc’h bet ouz va enebour. C’houi a grede ober mat o tifen anezan ; ha p’eo gwir dre c’hras Doue, n’eus mui nemet eur gostezen e Breiz-Izel, it, ha n’ankounac’hait ket, me ho ped, ho tug nevez. » Plega ris va glin dirazan hag e pokis d’e zaouarn. Eur pennad goude e oep lezet da vale, me hag eur bagad mignoned. Daou zervez ’zo ez oun tec’het diouz Alre evit seveni va gwestl ha mont goude da Blougastell. Kredi ran eo ar Werc’hez eo he deus great d’in trei diwar va hent evit kaout ar blijadur d’az kavout ama. Petra vije c’hoarvezet ma vijen eat war eun da Blougastell, hep gouzout an darvoudou