Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

tremenet en hor maner ? Aotrou Lanveog, kredabl, en divije lakeat kregi ennoun dre drubarderez ; petra vijes-te deut da veza neuze, plac’hig paour ? Bezomp habask, dont a ray ar mare d’in da jench penn d’ar vaz. »

— « N’hoc’h eus klevet hano ebet eus ar baotred am eus bet kaset da c’houlen eus ho kelou ? » a c’houlennas Tereza ouz e zad.

— « Hini ebet. Dont a rean da veza nec’het, me ivez, o welet ne zizroe ket ar c’hannad am oa kaset da Blougastell. »

— « An aotrou a Lanveog en devezo miret outan, kredabl. Ar c’hannaded am eus bet kaset d’eoc’h o deus kavet ar maro, me gred. »

— « Gwelet a raimp, me lavar d’it. Mat eo d’eomp brema gwelet da genta petra ez eus da ober. »

Goude beza pouezet mat pep tra, e oe roet ali d’ar baron, da genta, da beurechui e westl, hag e teuje goude da gemeret e verc’h gant an holl henor dleet d’eun demezel eus he lignez.

— « Baron Lambezellec, kont Lesneven ha meur a hini-all, hep mar, a roio dourn d’in da deuler er-meaz eus va feadra ar marc’heg disleal en deus o c’hemeret hep gwir ebet, » a lavaras aotrou baron Plougastell.

Setu ma oe klevet er-meaz youc’hadennou a levenez. Keariz eo o doa klevet he devoa Tereza kavet he zad, hag e teuent da ober d’ezi o gourc’hemennou.

Ar baron hag e verc’h o digemeras gant kalz a vadelez ; o veza roet d’ezo da c’houzout e tistroje dizale Tereza da Blougastell, an aotrou baron hag an demezel a lavaras mat n’ankounac’hajent biken Kloc’harziz.