N’en doa ket echu ar paotr gant e gomz pa oe klevet lavaret : « Setu hon demezel o tont ! »
Hag, e gwirionez, edo erru Tereza. Dont a rea, hi ive, da zaoulina e-harz ar groaz, evel evit lavaret kenavo d’ezi ha d’an dud vat o doa great d’ezi eun digemer ker kalonek.
An diaveziad en em roas da grena, evel an deliou er gwez gant eur zourrad avel, kerkent ha ma welas an demezel… » Ha posubl e ve ? » emezan.
Tereza ive a jomas a zav, nec’het bras. Kement-se, avat, ne badas ket pell ; hag ez eas en eul lamm d’en em skrinka etre divreac’h an hini a c’halvas dioc’htu : « Va zad ! »
Ya, baron Plougastel eo ez oa, hen e unan. A dra zur ar zeiz vloaz dienez en doa bet da c’houzanv o doa chenchet kalz anezan. Hogen kalon ar verc’h a zivinas evelato. Ha brema e rede eus he daoulagad eur mor a zaelou tener, daelou a levenez.
Evit gouzout petra rea d’ar baron beza evel-se e-unanig oc’h ober hent, deomp gantan da di e verc’h : eno e klevimp.
Eas eo gwelet pegen souezet e oe ar baron o kaout e verc’h eat da jom da Gloc’harz ; ma oe red d’ezi displega hed-ha-hed ar pez a yoa digouezet ganti.
Ar baron a yeas e kounnar rus pa glevas pe seurt taol en doa great aotrou Lanveog. Ma touas war an heur e raje d’ezan paea ker. Skoet, teneraet e oe e galon, a vat, o klevet pe seurt digemer vat a reas ar gontez a Vonfort d’e verc’h.
3.