digant Doue plijout gantan rei e vennoz da veach an demezel ker. Spontet meurbet e oent pa weljont eun den astennet evel eur c’horf maro war bazennou ar groaz. Edont o vont kuit d’an daoulamm pa gredas Perig beza gwelet anezan o finval. Ar vugale a zispontas hag a dostaas.
Evel en doa lavaret Perig, an divroad n’oa ket maro, skuiz eo ez oa gant an hent en devoa great.
— « E pe leac’h emaon, bugaligou ? » a c’houlennas-hen ouz ar baotred.
— « E Kloc’harz-Karnoët » a lavaras Perig.
— « Mad, mad sur ; n’oun ket troet kalz diwar va hent neuze, eme ar beachour etre e zent. Hogen, emezan o koms uhelloc’h, daoust ha n’hellfac’h ket lavaret d’in ha kavout a rafen-me en ho kear kement hag a vije red d’in da gavout ? »
— « O ya da ! eme Berig adarre. Ha goude ma n’ho pije netra eus a di va zud, e ti-soul an demezel Tereza e vez atao eun dra bennak evit ar veajourien. »
— « Tereza ! » a lavaras an dianavezet war-lerc’h Perig. « Piou eo eta an demezel ze ? » a c’houlennas-hen adarre.
— « Eur vaouez vat, eus ar re wella », a lavaras ar vugale a eur vouez.
— « Gwir ? karet a rit eta kalz anezi ? »
— « Ma karomp anezi ? eme Berig, ha piou n’he c’harfe ket ? Abaoue bloaz ’zo m’ema e Kloc’harz n’he deus great nemet vad d’an holl. O na poaniet omp o welet anezi o vont d’hor c’huitaat ! »
— « A ! o vont kuit ema ? »
— « Ya, warchoaz vintin. Evit an dra-ze eo e teuomp ama da zigas kurunennou, ma plijo gant Doue ober d’ezi dizrei dizale en hon touez. »