Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

Lavaret a read ouspenn ez oa bet kurunet ar c’hont Monfort dug a Vreiz-Izel, dindan an hano a Yann, pevare eus an hano. Heman, hervez ar brud, a yoa o vont da gastiza kalet kement marc’heg a yoa bet a-du gant e enebour.

Hag an traou-ze holl a yoa gwir, nemet ar pez a lavared da ziveza : edo o vont da gastiza e enebourien.

Evel e vamm, Yann Monfort en doa eur galon vat ha trugarezus ; hag ouspen-ze, gwelloc’h e kave beza madelezus e-henver e varc’heien a Vreiz, ha beza deuet mat ganto. Hogen Tereza ne ouie ket an dra-ze, ha setu perak ec’h en em lezas da veza trec’het gant an dristidigez. Kredi a reas e oa maro he zad, pe edo o tizec’ha en eur prizon tenval bennak o c’hedal e varnedigez.

Petra n’he divije ket roet evit gouzout petra oa deuet da veza ?

— « Ne fell ket d’in chom pelloc’h en arvar-ma, emezi, me a yelo da gavout mamm an dug nevez ; roet he deus d’in he ger, en Henhont, e talc’ho sonj achanoun ; ne lavaro ket nan d’in pa c’houlennin outi lezel e vuez gant va zad, mar deo beo c’hoaz, da vihana ! »

Ne wele mui netra en tu-all d’an dra-ze ; an deiz-se zoken e lavaras d’ar goueriaded petra he devoa c’hoant da ober. Hag e c’houlennas diganto ha ne vije ket unan bennak anezo dare da ober hent ganti. Dioc’h-tu e teuas eur maread d’en em ginnig, ha Tereza n’he doe nemet dibab da ober. Henvel a reas c’houec’h eus ar re a gave d’ezi a yoa ar muia douget eviti, hag e lavaras d’ezo en em lakaat e tro a-benn an deiz warlerc’h.

En dervez-se, goude meren, ez eas eur bagad bugale da gas bokedou d’ar c’halvar ha da c’houlen