Eun dervez e teuas eur vandennad Saozon da dremen dre Gloc’harz ; hag evel ma kavent ne read ket brao a-walc’h d’ezo, e taoljont d’an traon eur groaz vean savet en eur c’hroaz-hent tostik d’ar vourc’h. Ar goueriaded a oe glac’haret bras gant an darvoud ; kustum e oant aboue eun maread bloaveziou da zont da bedi war bazennou o c’halvar. Ma vijent bet c’hoaz pinvidik a-walc’h evit e zevel adarre ! Ne dalie ket d’ezo sonjal, re baour eoant !
« Me, eme Dereza, me eo a adsavo ar groaz-se. Gwir eo n’oun ket pindivik a-walc’h brema d’he zevel evel ma’z oa kent ; hogen, an hini a rin a vezo e koad, hag a-barz eur miz e vezo aze en he zav. »
Bras e oe laouenedigez ar goueriaded o klevet ar c’homzou-ze. Tereza a zalc’has d’he ger. En em glevet a reas gant an aotrou person, ha d’an deiz a oe dibabet e teuas ar barrez a-bez e prosesion evit gwelet he benniga,.
Hanvet e oe dre ar vro Kroaz-Tereza en envor eus an hini he devoa he savet. Bemdez e teue tud di da staga ouz ar groaz garlantez ha kurunennou, ha meur a desteni-all eus feiz ha doujanz an dud vat-se ; biken hini ebet n’ez eas ac’hano hep beza lavaret eur beden evit an demezel yaouank.
Tost da eur bloaz a dremenas evel-se evit Tereza. Edod er penn kenta a viz here, pa redas dre ar vro eur c’helou eus ar mantrusa. D’an 28 a viz gwengolo eus ar bloavez-se 1364, ez oa bet eur c’hrogad a-zoare e lanneier Alre. Lavaret a read ez oa bet lazet Charlez Blez, lakeat Gwesklin er prizon, hag o zoudarded lazet evit an darn vrasa.