Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

en em gavout en eur riskl bennak, e c’helle kaout fizianz en o divreac’h, hini ebet anezo n’en divije troet kein d’ezi. Roet o defe o buez evit savetei hini o madoberourez, evel ma lavarent.

N’eo ket hepken gant he arc’hant eo e rea vad an demezel, kenteliou mat a roe ive. Lakaat a rea ar peoc’h pa zave tabut, hag e lakea unvaniez e touez ar re a oa broc’hadeg etrezo ; en eur ger, ober a rea, e pep doare, ar muia vad a c’helle. Karet a rea dreist oll ar paotrig bihan hon deus gwelet e penn kenta an histor-ma ; hag eus e du, Perig ive a garie kenan an demezel. Pa zave c’hoant ganti da vont da ober eur bale, ne glaske nemet Perig, ha Perig a veze atao war evez evit ne gouesche ket e zemezel etre daouarn soudarded.

Pa zeue nozveziou hir ar goanv, an dijentilez yaouank a vode en he zi-soul, gwech ar vugale, gwech all o zud. En em blijout a rea kenan o tisplega d’ezo konchennou ar re goz, ar pez a ouie diwar-benn sent, maneriou, feunteuniou ha kustumou ar vro, endra ma teske d’ar yaouankiz eun niver bras a labourouigou talvoudus. N’eus netra da zouezi e kement-se ; gwelet eo bet an dijentiled, an noblanzou koz, epad eun niver bras a gantvejou, o neza hag o wriat. Kalz zoken a steue o-unan an dilhad a zougent.

Daoust d’ezan da veza gant kalz a draou, spered Tereza evelato n’ankounac’hae ket he zad, hag alies, epad an deiz, e sonje ennan, e maner Plougastell. Siouaz ! petra dalve ? Red mat e oa d’ezi gortoz an termen, hag an termen-ze, marteze, a yoa c’hoaz pell. Meur a gannad he devoa kaset d’he zad, hag hini ebet anezo na zizroas. Evel-se eta, termen ar brezel hepken a c’helle digas adarre an tad hag ar verc’h an eil d’egile.