Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

me eo sant Kadou ; ma karfac’h kas ac’hanoun d’am japel, du-hont, e kichen Menez-Are, n’ho pefe ket a geuza-c’houdevez. » — « Petra roi d’eomp ? » – « Me bedo Doue evidoc’h. » – « Hi ! hi ! hi !… Leuskel a ri ac’hanomp da veva el lanneg, eno ez kichen ? » — « Gouzout a rit ervat, kornandoned keiz, me n’hellan ket rei d’eoc’h ar gwir-ze. »

— « Hi ! hi ! hi ! n’hell ket leuskel achanomp, emezan… » — « Sell, sell, eme unan, n’ema ket e vaz gantan… » — « …N’ema ket e vaz gantan ! » eme ar re all war e lerc’h a eur vouez. Ha kerkent e tibradont ac’hanoun war-bouez o skilfou, uhel, uhel en ear. Digouezet e oant etre ar meneziou, e leac’h ma’z eus eun toull doun, leun a zour lous, hag a vez great Toull-an-diaoul anezan ; den ne dremen morse ebiou eno hep ober sin ar groaz. Mat, a-ziout an toull-ze eo e oen kaset ganto. Hag e kanent : « Paratata Paratati ! E Toull-an-diaoul ez i !!!… » Ken trubuilhet e oan ma ne ouien mui petra rean ; ne ouien ket petra lavaren. Va Doue, arc’heal santel, me… me… me gav d’in em boa lavaret e rojen d’ezo ar pez a c’houlennent, e lezjen anezo ama el lanneg… Ya, kredi ran, mes, lavaret a ran d’eoc’h, ne ouien ket petra rean… »

An arc’heal a grizas e dal ; eur zell du a reas oc’h ar zant paour. Hema a welas an dra ze, hag a hastas lavaret :

— « Manket oun bet, her gouzout a ran ; keuz am eus. Petra fell d’eoc’h ? Great eo an taol ! Ha neuze, aotrou arc’heal, kredit ac’hanoun, me a anavez mat ar c’hornandoned ; n’int ket ker fall ha ma leverer… »

— « …Awalc’h, eme an arc’heal ; Doue a varno ! »