bet diouaskel eveldoc’h e c’hellit kredi ne vijen ket chomet eno. »
Sant Kadou geaz a grene e vouez ; anat e oa en devoa aon.
— « Buan ! Buan ! hasti tafo ! » eme an arc’heal.
— « … Edon o ouela, glac’haret holl, pa glevis, wardro an hanter-noz, eun trouz henvel oc’h an hini am boa klevet ama eun nosvez, daou c’hant vloaz a zo ; an oabl a deuas da denvalaat, hag e klevis moueziou iskis o yudal hag o viaoual. Ar c’hornandoned eo a yoa o tont. Deuet e oant d’am c’hichen ; lammet, nijal a reant en-dro d’in. Neuze e teuas d’in eur mennoz. Klevet em boa ar re goz o lavaret n’eo ket ar c’hornandoned ken drouk ha ma kreder peurvuia ; va mamm-goz he devoa kontet d’in an troiou-kamm o devoa great meur a wech evit ober vad d’an dud keiz.
Hag e c’halvis anezo… » — An arc’heal a skrijas gant heuz o klevet kemend-all.
— « Penaos, emezan, hoc’h eus gallet, c’houi eur zant, gervel kornandoned war ho tro ? »
— « Ya, ya, sur, gervel a ris ar c’hornandoned. O va Zalver Jezuz, koueza rejont warnoun evel eur bar-arne ; krena ’ran c’hoaz pa zonjan… »
Hag an eal, eun tamm droug santel ennan, a lavare : « Difre, difre ! Lez an troidellou hag an digareziou. »
— « Aon am boa, ha ne ouien petra da ober. C’hoaz ma vije bet va baz ganen ! Mes, siouaz ! unan anezo a zellas piz ouzin hag a youc’has : « Sant Kadou eo ! Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! » Hag an toullad traou hudur da yudal eveltan : « Sant Kadou eo ! Hi ! hi ! hi ! hi ! » Hag e lamment evel diaoulou… — « Ya, sur, kornandoned vat,