Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/186

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

eleac’h ez omp ganet. Breur, lez ac’hanomp da veva ama ez kichen ; bez truez oc’h ar c’hornandoned keiz… »

— « Me a zavas va baz, eur vaz vrao, a yoa neuze em dourn. Siouaz ! uzet ha krinet, torret eo bet zoken gant an amzer. Gant va baz e ris en ear sin ar groaz, o youc’hal a-bouez penn : « It kuit, sperejou fall ; en hano hor Zalver, it kuit ! » Kerkent an holl loenedigou ze a dec’has evel skubet gant eur barr-avel. Klevet a ris c’hoaz youc’hadeg ha malloziou epad eur pennadig… »

— « C’houi, eme an arc’heal, a lavar e oant eat kuit ; penaos ’ta edont i aze bremaïk ? »

— « Mont a ran da lavaret d’eoc’h, eal santel, eme zant Kadou gant eur vouez lentik. Gouzout a rit, kredabl, ez eus bet er vro eun dispac’h, eur reveulzi eus ar gwasa ; servicherien Doue hag ar veleien a veze lazet, an ilizou serret, skeudennou ar zent zoken a veze torret o fennou outo. D’in-me ne oe great droug ebet, abalamour d’am mantel a gaved kaer kenan, evit doare. Dont a rejod eur mintinvez d’am c’herc’hat, lakeat e oen war va c’hein en eur c’harr, ha kaset da Gemper, e leac’h ma ’z oa mennoz, dioc’h ma kleven, d’am lakaat en eun ti bras ’zo eno da c’horren an traou koz o deus talvoudegez, evit ma’z afe d’o gwelet an dud o defe c’hoant.

Noz e oa pa zigouezis eno, ha da c’hedal an deiz e oen lakeat en eur park tostik da gear. E c’hellit kredi, n’edon ket war va zu eno ; ne rean nemet hirvoudi warlerc’h va japel, ar menez a garien kement, hag an dud vat a deue bemdez d’am fedi. An noz a zeuas eta, noz kaer ha dudius ; bolz an nenv a yoa steredennet evel eur parkad balan karget a vleun melen. Va Doue, eal benniget, m’am bije