Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —


Dastum a reas e baper, hag o tispaka e ziouaskel e nijas buan d’ar Baradoz.

Pa zigouezas en nenv, tenval e benn, e roas e baper da zant Per. Hema a yoa prez bras warnezan. Eur maread brao a eneou a yoa oc’h e c’hedal, ha kalz anezo a yoa du evel uzel ar siminal ; hag ar porsier koz a c’hrosmole :

— « Boued an diaoul ! Boued an ifern !… »

Lenn a reas kerkent ha ma c’hellas ar skrid en devoa bet digant an arc’heal. Mat, mat oa. Sant Kadou a yoa kablus ; hogen, sant Per geaz n’en doa ket ankounac’heat en devoa pec’het ivez e unan. Ha setu-hen nec’het, ken nec’het ha ma c’heller beza. Sevel a reas e benn d’an neac’h, evel evit klask sklerijen ; hag e welas eun ene o tont ; chilgammat a rea mantrus o vont er-meaz eus ar Baradoz. — « Hola ! eme ar porsier koz, da beleac’h ez it ’ta evel-se, hep goulen va aotre ? »

Fant geaz e oa. Chom a reas a zav, hag e lavaras : « Edon o vont da welet va denved ; aon am eus na ve eat meur a hini anezo gant ar c’hornandoned. Sell ’ta, pa deu em spered, hag hoc’h arc’heal, dizro eo ? »

— « Ya, sur, eme zant Per ; ma c’houfac’h pegen nec’het oun-me gant ar c’hornandoned daonet se ! »

— « Kredi a-walc’h a ran ac’hanoc’h, abostol santel ; loenedigou divalo eo ar re-ze. Ma vijen bet sant Per, me oar avad petra ’m bije great… »

— « Livirit d’in ’ta, Fantig, livirit d’in ’ta buan ! »

— « M’em bije o dastumet holl en eur gaoued, ha lakeat anezo en eur c’horn bennak eus ar Baradoz da ober plijadur d’an ealedigou inosant a zo