Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

gant eur c’hoad tenval ha sioul ; dioc’h a n tu-all, betek an dremwel, ne weled nemet prajeier, runiou hag eun nebeut lanneier. Enno e weled o sevel lorc’hus o fenn war zu an env, ar meinhir hag ar peulvanou, c’hoant ganto d’en em zevel uhelloc’h c’hoaz dirak kan dud estren ze evit stanka an hent outo, evit miret na vresfent mui pelloc’h douar sakr an Arvor. Goude beza chomet eur pennad brao, nec’het a-walc’h, da zellet ouz ar mein iskis-se, Konan hag e vignoned a gendalc’has gant o hent.

Ha setu m’en em gavchont dirak eur ster ledan, dieas kenan da dreiza…