Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/150

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Herminig ar roue Konan


————


Abaoue tost da bevar c’hant vloaz, Bro-Arvor a huanade dindan galloud gwasker ar Romaned kriz. Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em zevel, gounit o frankiziou tremenet ; hogen, trec’het e oant bet dalc’hmad, ha bourevien Rom a gendalc’he atao da waska anezo ar gwasa ma c’hellent. Arvoriz, boaz ma’z oant da c’hourc’hemenn, a gave kaletoc’h a ze plega d’an estren.

Wardro ar bloaz 383, an den kriz Maksim a c’halvas d’e zikour eur brezellour yaouanka Vreiz-Veur, hanvet Konan Meriadeg, Hema, trellet gant promesaou kaer an tirant, a oe mall gantan kuitaat e stadou evit dont da Vro-C’hall.

Konan Meriadeg a yoa eur prinz yaouank kalonek ha kadarn ; en eun nebeudig derveziou en devoa dastumet eun arme dare da vont d’ar brezel dindan e urziou, dare ivez da laza pe da vervel gantan.

Konan Meriadeg en devoa fizianz en e ouiziegez hag en e nerz-kalon, kerkouls ha m’o devoa ar Vretoned fizianz en o mestr.

Konan a reas pourchas meur a lestr a vrezel ha akaat martoloded warno, hag e teujont da zouara war aochou Leon.

Araok mont pelloc’h war douar an Arvor, Konan a fellas d’ezan rei eun tamm diskuiz d’e dud a vrezel. Ober a reas eta d’e dud chom el leac’h-se, endra ma’z ea, hen, gant eun nebeut dijentiled, da welet ar vro a-dost evit ober anaoudegez ganti.

Dioc’h eun tu, ar c’hampadur a yoa gwaskedet