Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

vezas d’ezan trugarekaat e vadoberourez. Kouezet e oa d’an daoulin.

— « Savit, emezi gamt eur vouez eun tammig rust. Great em eus va dlead. Evidoc’h-hu, dizroit da gaout ho tud ; lavaret a reot d’ho pugale penaos e oar ar Gristenien beza madelezus e-kenver ar re o deus great droug d’ezo. »

Hag e tiskouezas an nor d’ean gant he biz. Mont a reas er-meaz.

O tenna neuze eun huanaden hir, an emzivadez a zaoulinas, he divreac’h e kroaz dirak ar grusifi ; ha neuze hep diezamant, o poueza pep ger, ez eas betek penn gant peden hor Zalver !…

He drem a yoa sklerijennet ha sederaet gant eur peoc’h dudius. Santout a reas he c’halon beuzet en eur mor a levenez. O veza savet en he zav, ez eas d’an arbel goz, e leac’h ma kemeras eur gizel ; ha hi d’ar vered.

Hogen, e leac’h merka sin ar venjanz war bez he c’hoar vihana, Yvona a skrivas ar ger salver : « Trugarez !… »

D’an ampoent edo person Lokoal o tigouezout.

— « Gellout a rit brema rei d’in ho pennoz, a lavaras ar plac’h yaouank d’ezan gant eun dremm skedus evel hini eur zantez. Eat oun betek penn gant va fater… Pardonet em eus ! Pardoni a ran… »

Doue ha ne lez ket e vadelez da veza trec’het gant hini an dud, Doue a reas ma oe digemeret Ivona e maner an itron a Revel. Kaout a reas enni eun eil vamm, hag en he mab eur pried hag eun difennour en em roet d’ezi a-bez.


————